Evit diveskañ ho lastez er gêr diouzh ar gwellañ e kinnigomp daou deul-displegañ deoc’h.
M’emaoc’h o paouez kregiñ da ziveskañ ho lastez-ti, ar memo-diveskañ a ginnigomp deoc’h eo an teul a faot deoc’h ! Gantañ e c’halloc’h deskiñ elfennoù kentañ an diveskañ lastez. Renabliñ a ra end-eeun, war-bouez luc’hskeudennoù, al lastez da dalvoudekaat a c’hallit lakaat er seier melen.
Klikit war al luc’hskeudenn da bellgargañ ar memo
Hag evit ober nebeutoc’h a lastez, grit gant ar pegsunioù « Harz d’ar bruderezh ! ». Gallout a rit kavout anezho e burev-degemer Poc’hêr kumuniezh, e ti ar servijoù publik war blasenn an Tour d'Auvergne e Karaez.