Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Ti ar vugale

 

 Gant Ti ar vugale hag ar familhoù e kinnig Poc’hêr kumuniezh un aveadur nevezus hag a glot mat gant ezhommoù ar familhoù a-fet an degemer, an diduamantoù, ar sevenadur hag ar sikour da dud ar vugale.

2064 m² a c’horread zo da Di ar vugale. Er c’hornôg da gêr Garaez emañ, en ul lec’h gwezennek.

Er savadur e kaver :

· Servijoù eus ar gumuniezh :

  •  Un Erlec’h skoazellerezed-mamm (ESM),
  •  Ur c’hoariaoueg anvet  " Bizibul ",
  •  Ul lec’h da zegemer ar vugale hag o zud anvet " Ar Roulotenn "
  • Un diazezadur mezegiezh sokial :

Ar Servij desavadurezh arbennik er gêr (SDAG).

Ober a ra war-dro bugale a ziskouez kaout diaesterioù en o diorroadur, evit ur reuziad pe da badout, hag o deus ezhomm eus un desavadurezh arbennik pe eus ur raktres-yac’haat.

· Kevredigezhioù :

  •  Galipette, hag a ver al Liesdegemer (magouri, arsav-diwallerezh) evit ar vugale etre 2 viz ha 6 vloaz
  •  SDAY ar Poc’hêr, hag a ver an Degemer Dudi Hep Herberc'h (DDHH) evit ar vugale etre 3 bloaz ha 12 vloaz
  • "Préparons demain" : pal ar gevredigezh "Les Productions Préparons Demain" eo respont da ezhommoù familhoù zo, bet remerket gant tud a vicher, evit reiñ sikourioù fetis dezho gant o bugale.

· Lec’hioù boutin :

  •  Ur c’hafeteria,
  •  Un añfiteatr (sal Jacques Doublot) gant 64 flas,
  •  Ur sal-emvod, enni 30 plas,
  • Ur sal psikokefluskadur,
  • Ur sal evit an obererezhioù-dorn, hag,
  •  Ur sal-lenn

Mont e darempred gantañ

Ti ar vugale

7, straed Kernigez

29 270 Karaez-Plougêr

Pgz : 02 98 99 44 45

Plr : 02 98 93 16 41

Postel : ramdupoher@wanadoo.fr                 

 

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ