Krouet e oa bet Poc’hêr kumuniezh e miz Kerzu 1993 gant 11 kumun : Karaez-Plougêr, Kledenn-Poc’hêr, Kerglof, Motrev, ar Vouster, Plonevell, Poullaouen ha Sant-Hern. 15 000 a annezidi zo enni.
D’ar 1añ a viz Genver 2015 ez eus deuet teir c’humun eus Aodoù-an-Arvor e-barzh Poc’hêr kumuniezh :
Plevin- 792 annezad
Trefrin- 569 annezad
Treogan- 99 annezad
Diwar atiz an dilennidi a felle fezho boutinañ barregezhioù pep kumun ha kas mennadoù ekonomikel bras da benn a-gevret e oa bet krouet Poc’hêr kumuniezh.
Setu ma’z eus bet sevenet gant Poc’hêr kumuniezh, a-hed ar bloavezhioù, meur a raktres bras a vije bet diaes da hini pe hini eus ar c’humunioù kas da benn hec’h-unan, a-fet an arc’hant pe an teknik : Ti an embregerezhioù, terkañ takadoù labourerezh evit ar greanterezh, ar c’henwerzh, an artizanerezh pe ar servijoù, ar greizenn c’hoaridour, Ti ar servijoù publik, Ti ar vugale hag ar velodrom.