Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Kuzul ar gumuniezh

Meret eo Poc’hêr Kumuniezh gant ur C’huzul hag a zo ennañ izili titlet, dilennet gant Kuzulioù-kêr an eizh kumun a zo er gumuniezh. 34 den zo ennañ :

  • 12 dileuriad eus Karaez
  • 3 dileuriad eus Kledenn-Poc’hêr
  • 3 dileuriad eus Kerglof
  • 3 dileuriad eus Motrev
  • 3 dileuriad eus ar Vouster
  • 3 dileuriad eus Plonevell
  • 4 dileuriad eus Poullaouen
  • 3 dileuriad eus Sant-Hern

 

Jediñ a reer an niver a izili diouzh poblañs pep kumun. 3 dileuriad da nebeutañ a zo evit pep kumun.

En em vodañ a ra ar c’huzul bep c’hwech sizhun pe war-dro.

Ar c’hrefen a bleder ganto e-pad ar c’huzul a zo bet studiet a-ziaraok gant ar bodadoù a ginnig dibaboù, ha gant ar Burev a enskriv anezho war ar roll-labour.

Maered an 8 kumun, Prezidanted ar bodadoù ha Prezidant ar gumuniezh eo izili ar Burev.

En em vodañ a ra Burev ar gumuniezh bep pemzektez, ur yaouvezh diwar daou.

Emdreiñ a ra statudoù Poc’hêr kumuniezh pa vez tapet kefridioù nevez ganti, hervez ar pezh a vez divizet gant Kuzul ar gumuniezh ha gant kuzulioù-kêr ar c’humunioù, rak seveniñ a ra Poc’hêr Kumuniezh, e plas ar c’humunioù a zo enni, kefridioù hag a vez roet dezhi gant ar re-se.

 

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ