Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

An touristerezh aferioù

Al Leurenn Glenmor

 

Al Leurenn Glenmor zo ul lec’h eus an dibab evit aozañ ho kendalc’hioù hag ho podadoù studi

Un ti dibar e zoare eo al Leurenn Glenmor e Kreiz-Breizh evit degemer emvodoù-meur, kendalc’hioù, saloñsoù ha diskouezadegoù.

Gant-se e vez kinniget deoc’h un añfiteatr 500 plas, ur sal 850 m² gant speurennoù evit aozañ meur a sal hag ul lec’h debriñ gant ur c’horn tineller. Lem-laka eo derezioù an añfiteatr hag evel-se e c’haller brasaat ar gorread evit ar c’hendalc’hioù betek 1350 m². Ur sinema 200 plas gant son niverel hag ur skramm 58 m², kerkoulz hag ur sal-emvod 100 m², zo ouzhpenn. Ur parklec’h ennañ tremen 300 plas zo tro-dro d’ar greizenn ivez.

 

 

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ