Poc’hêr kumuniezh zo e-touez ar C’humuniezhioù-kumunioù kentañ eus Frañs o deus graet ur studiadenn ijinouriezh evit aozañ ur rouedad e gwienn optek.
Savet eo bet ar studiadenn e-barzh ar raktres rannvroel « Breizh kas uhel-kenañ » gant ar c’hevredad FM Projet (Bègles). Gant ar studiadenn-se e ouzer ez eus 9 231 lugell da c'hougediañ. War-dro 14 M€ en holl e koustfe kas al labourioù-se da benn.
Erbediñ a reer rannañ ar gumuniezh-kumunioù e toleadoù tro-dro da 18 lec’h boutinaat. Gallout a raimp implijout 481 km eus an danframm zo dija. Ret e vo krouiñ 51 km ouzhpenn.
1 507 € eo, well-wazh, koust keitat pep lugell (gant un diforc’h bras-kenañ, koulskoude, a ya eus 1 da 21 – hervez al lec’h boutinaat).