1 dastumadenn ar sizhun a vez er c’harterioù-annezañ :
Klikañ war ar skeudenn da bellgargañ an tres
Gant tres kêr amañ a-us e c’hallit gouzout da beseurt deiz e vez an dastumadenn e pep karter-annezañ :
En takadoù kenwerzh e kreiz kêr e vez dastumet al lastez d’al Lun, d’ar Meurzh, d’ar Yaou ha d’ar Gwener.
1 dastumadenn ar sizhun a vez en takadoù eus Karaez a zo war ar maez hag er 7 kumun all eus Poc’hêr kumuniezh.
Evit gouzout hiroc’h, kit e darempred gant an den karget eus ar servij dastum, an ao. Corentin Rognant er 06.80.48.11.83
Pelloc’h e vez graet bep Merc’her un dastumadenn a-ratozh evit kartoñsoù ar genwerzherien, an artizaned, ar c’hreantourien hag ar skolioù.
Graet e vez bep Merc’her eus 8e30 da 11e e kreiz kêr Karaez hag en takadoù armerzherezh. Ur benn a-ratozh evit dastum kartoñsoù a vez d’ar mintin-se. Da 9e30 e krog an dastumadenn er straed vras.
Ret eo d’an dud lakaat o c’hartoñsoù d’ar mintin end-eeun a-raok ma tremeno ar benn, evit diwall na vefent drailhet gant ar glav.
Ret eo d’ar c’hartoñsoù bezañ naet ha lakaet a-blad war al leur, pleget ha sifelet ma vez tu, dezho da vezañ aesoc’h da vaneañ evit ar wazourien.
Ret eo ivez d’ar vichereien teurel evezh da zispartiañ ar c’hartoñsoù diouzh ar seurtoù lastez all (polistiren, filmoù plastik, lastez-ti...).
Arabat eo mont en tu all da 1 m3 dre stal bep sizhun. Diouzh an dro e vo d’an embregerezhioù da aozañ o dastum dezho o-unan.
Evit gouzout hiroc’h, kit e darempred gant an den karget eus ar servij dastum, an ao. Corentin Rognant er 06.80.48.11.83