Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Prenañ ur roteler

Lastez organek a ya d’ober war-dro un drederenn eus al lastez-ti : dilerc’hioù keginañ pe liorzhañ hag a c’hall bezañ etre 75 kg ha 100 kg ar bloaz dre annezad.

Hiziv an deiz e vez dastumet ha devet al lastez organek evel ma vez graet gant al lastez-ti, tra ma’z int bevzispennadus ken eeun ha tra.

Ar rotel, diwar breinadur al lastez organek, zo ur produ strujus, re bar ouzh an douar-teil. Pa reer war-dro al lastez organek er gêr e sikourer kalz da zigreskiñ ar c’hementad lastez el lec’h ma vez produet, hag e c’haller rentañ an danvez organek d’an douar dre ar rotel a broduer.

Se zo kaoz e fell da Boc’hêr kumuniezh mont a-du gant ar pleustr-se ha diorren anezhañ dre vroudañ an dud da brenañ ur roteler.

E koad eo ar rotelerioù a ginniger deoc’h, ha savet int bet hervez poell an diorren padus, evit mad an endro hag ar gevredigezh.

Prenañ rotelerioù a c’haller e servijoù teknikel Poc’hêr kumuniezh (trawalc’h eo diskouez ur brouenn annez), 21 hent Gourin.

Tri benveg a ginniger deoc’h  :

  • Ur roteler 300 litr e 15 €
  • Ur roteler 600 litr e 30 €
  • Ur bio-kelorn, anezhañ ur benveg aes evit dastum ho tilerc’hioù keginañ da lakaat er roteler, e 3 €.

Evit prenañ ur roteler pe ur bio-kelorn, kit e darempred gant Jean-Luc Thépault, mestr-roteler e Poc’hêr kumuniezh, er 06.81.92.45.62 eus al Lun d’ar Gwener eus 8e30 da 12e hag eus 1e da 5e goude kreisteiz, da lakaat un emgav ha dont da gerc’hat anezhañ 21 hent Gourin.

 

 

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ