Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

an SDAY / an LTY

E korn-bro Poc’hêr kumuniezh ez eus frammoù evit degemer ar re yaouank. Ganto e c’hallont kaout dudi a-hed ar bloaz, hag ivez prientiñ o amzer da zont ha diskoulmañ ar c’hudennoù a c’hall en em gavout ganto.

Unan eus ar frammoù-se eo an SDAY, hag arc’hantet eo gant Poc’hêr kumuniezh.

A-hed ar bloaz, eus ar Meurzh d’ar Sadorn, e vez degemeret yaouankizoù eus 12 vloaz da 25 bloaz gant ar gevredigezh. Dasparzhet eo hec’h oberoù e 4 c’hevrenn :

- al Lec’h Titouriñ Yaouankiz  (LTY) : ul lec’h da zegemer ar re yaouank, da ditouriñ anezho ha da sikour anezho gant o mennadoù eo an LTY. Ur gwir greizenn danvez ez eo. Kavout a ray ar re yaouank, o-unan pe gant sikour un titourer, respontoù d’ar goulennoù a c’hallont ober :

- Micherioù

- Implij

- Stummerezh dibaouez

- Kevredigezh ha buhez pemdez : yec’hed, lojeiz, oberoù...

- Diduamantoù, sevenadur ha sport - Vakañsoù – Broioù estren.

- ur greizenn dudi hep herberc’h 12-17 vloaz : ul lec’h evit en em gavout gant tud all, klask ober traoù, sevel raktresoù, kaout dudi ha tremen vakañsoù.

- Ar sikour d’ar mennadoù evit ar re etre 16 vloaz ha 25 bloaz : sikour ha skoazellañ raktresoù sokial, sevenadurel, arzel…

- ul lec’h gouestlet d’ar muzikoù a vremañ : sikour ha skoazellañ ar raktresoù da ziorren ar muzikoù a vremañ e Kreiz Breizh. Aozañ sonadegoù, nozvezhioù... deskiñ un tamm eus an teknikoù : gouleier, sonioù, implij an dafar.

 

Notomp ez eo bet adkemeret gant an SDAY, e miz Gwengolo, an degemer dudi hep herberc’h evit ar re etre 7 vloaz hag 11 vloaz, e plas an ULBAM hag a zo bet divodet nevez zo : sellet ouzh ar rubrikenn Bugale.

 

Chomlec’h

23, straed ar Verzherien

BP 141

29833 Karaez-Plougêr Cedex

Pgz : 02.98.93.32.30

Plr : 02.98.99.45.05

https://www.clajpoher.fr/

 

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ