Savet e oa bet BLY ha lakaet e vez da vont en-dro gant kevelerien a-leizh. Roet e oa bet lañs dezhañ gant Poc’hêr kumuniezh, savet e oa bet gant Le Logis Breton ha meret eo gant ar gevredigezh Aile. Gant BLY a c’hall ar c’hopridi yaouank, ar stajidi pe ar glaskerien labour kavout ul lojeiz dereat.
BLY, 8 straed Anatole France, tost d’ar gar
44 a lojeizoù a ginniger :
Meur a lec’h boutin zo evit ar feurmerien : sal obererezhioù, saloñs gant ur skinweler, korn liesvedia, kanndi, sal evit an divrodegoù…
Gallout a ra an SPL, Skoazell bersonelaet evit al lojeiz, bezañ resevet adalek ar miz kentañ el lojeiz, 335 € d’ar muiañ.
Diabarzh ul lojeiz
Bod labourerien yaouank ar Poc’hêr
8, straed Anatole France
29270 Karaez-Plougêr
Pgz : 02 98 99 05 99 / Plr : 02.98.99.05.65
Postel : fjtdupoher@aile29.org
Tost d’ar gar ha da stalioù kreiz kêr emañ BLY. Savet e oa bet war ur fraost greantel kozh. 4 live zo er savadur. Gant ar fetis m’eo ar batis e c’haller beveziñ nebeut-tre a energiezh. Spletus eo an dalc’h bihan en deus war an douar evit un abeg all : gouestlet eo an 2/3 eus an takad-douar d’ar parkañ kirri ha d’ar glasvezegoù.
Abalamour da zibaboù teknikel all e c’haller lavaret en deus ar savadur « perzhioù energetek uhel-kenañ » : staliet ez eus bet kaptorioù heol, tennañ a reer ar muiañ eus ar sklêrijenn naturel gant an doare m’eo durchaet al lojeizoù, gant ar murioù savet e termo’brik (pri poazh) ez eo kresket an efedusted termek anezho…
Ar c’haptorioù heol