Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Ar savadurioù kinniget

Ti an embregerezhioù

 

Ti an embregerezhioù zo graet evit reiñ lañs d’an embregerezhioù nevez, dre skañvaat o rediennoù ar muiañ ma c’haller. Bez’ ez eo ivez ul lec’h plijus ma c’hall ar grouerien kendivizout an eil re gant ar re all.

 

- 6 burev 18 m²

 

- Tri atalier 84 m², 134 m² ha 148 m².

 

- Prestet e vez al luc’heilerez hag ar sal-emvod.

 

Ar feurmerien a c’hall ivez kavout an holl ditouroù melestradurel, teknikel pe hiniennel o devez ezhomm digant ar c’hambroù armerzhel (Kambr Kenwerzh, Kambr ar Micherioù, Kambr al Labour-douar) a zo o o burevioù er memes savadur .

 

Pellgargañ hor c’hraflevr :

Ti an embregerezhioù

 

Gant Poc’hêr kumuniezh e vez hizivaet ingal ar c’hinnigoù stalioù, savadurioù greantel pe etrepaouezioù vak a zo en he zachenn.

Gallout a rit kemer tro ivez eus lec’hioù all e-touez an ajañsoù-tiez ha notered ar vro.

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar salioù-se, kit e darempred gant Poc’hêr kumuniezh :

Pgz : 02 98 99 48 00

Postel : economie@poher.com

 

 

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ