Ti an embregerezhioù zo graet evit reiñ lañs d’an embregerezhioù nevez, dre skañvaat o rediennoù ar muiañ ma c’haller. Bez’ ez eo ivez ul lec’h plijus ma c’hall ar grouerien kendivizout an eil re gant ar re all.
- 6 burev 18 m²
- Tri atalier 84 m², 134 m² ha 148 m².
- Prestet e vez al luc’heilerez hag ar sal-emvod.
Ar feurmerien a c’hall ivez kavout an holl ditouroù melestradurel, teknikel pe hiniennel o devez ezhomm digant ar c’hambroù armerzhel (Kambr Kenwerzh, Kambr ar Micherioù, Kambr al Labour-douar) a zo o o burevioù er memes savadur .
Gant Poc’hêr kumuniezh e vez hizivaet ingal ar c’hinnigoù stalioù, savadurioù greantel pe etrepaouezioù vak a zo en he zachenn.
Gallout a rit kemer tro ivez eus lec’hioù all e-touez an ajañsoù-tiez ha notered ar vro.
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar salioù-se, kit e darempred gant Poc’hêr kumuniezh :
Pgz : 02 98 99 48 00
Postel : economie@poher.com