Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Keleier

Ar skolidi a fard rotel ivez !

Da-geñver an atalieroù eko-keodedour ez a Jean-Luc Thépault, mestr-roteler ha gwazour e servijoù teknikel Poc'hêr kumuniezh, da welet ar skolidi o deus lakaet o anv evit skignañ an doareoù mat da roteliñ.

Da-geñver an atalieroù eko-keodedour ez a Jean-Luc Thépault, mestr-roteler ha gwazour e servijoù teknikel Poc'hêr kumuniezh, da welet ar skolidi o deus lakaet o anv evit skignañ an doareoù mat da roteliñ.

Skolidi Klas Etre 2 Plonevell zo bet kizidikaet ouzh ar roteliñ

Ar rotelerezh a sikour a-zevri da broduiñ nebeutoc'h a lastez hag ivez da lakaat an danvez organek da zistreiñ d'an douar dre ar rotel produet. Setu perak en deus c'hoant Poc'hêr kumuniezh da harpañ ha da ziorren ar roteliñ. Evit se emañ ar Gumuniezh-kumunioù o kas meur a obererezh war-raok, en o zouez mont da weladenniñ ar skolioù eus ar vro o deus lakaet o anv da-geñver an atalieroù eko-keodedour aozet asambles gant Ajañs lec'hel an energiezh e Kornôg Kreiz-Breizh (ALEKOB) ha Ti ar Glad e Lokarn. « Al lastez goüs evel ar peurrest eus an dilerc'hioù boued, plusk al legumaj hag all, hag a vez savet rotel ganto, a ya d'ober 60 % eus al lastez-ti. Ma vefe lakaet an holl zilerc'hioù-se da dreiñ e rotel e vefe digresket kalz priz an tretañ hag an dastum lastez. » eme Zidier Goubil, besprezidant Poc'hêr kumuniezh karget eus an endro, al labour-douar hag al lastez.

 Liorzhoù zo o kreskiñ er skolioù

Jean-Luc Thépault, mestr-roteler e Poc'hêr kumuniezh, a gemer perzh er programm kizidikaat a vez graet er skolioù. « Bloaz zo ez an da gizidikaat skolidi ar c'hlasoù KE1 ha KE2 ouzh ar roteliñ. Staliañ a ran rotelerioù er skolioù ha gwiriañ a ran ingal ha graet e vez mat ar rotel gant ar skolidi. » Ha gant an douar-teil ekologel-se e c'haller drusaat douar al liorzhoùigoù kempennet gant al « liorzhourien yaouank » eus ar gumun : Mennet-mat eo ar skolidi en deroù. Diouzhtu e savont a-du gant ar raktres. Ret eo heuliañ an traoù avat evit ma pado an oberoù-se en amzer-da-zont. Pouezus eo kizidikaat ar re yaouankañ. Gant ar rotel e c'haller produiñ kalz nebeutoc'h a lastez. Diveskañ, roteliñ, se a zle dont da vezañ ur pleg naturel evito ».

Klokaet e vez an oberoù-se gant an abadennoù kinniget gant Mathilde Poiget, buhezourez war an endro e Ti ar Glad e Lokarn, ha gant Christelle Touzé (ALEKOB). Mont a reont, int o-div, evit se, da vont pelloc'h gant skolidi klasoù ar vro diwar-benn ar meizadoù-se a zo stag ouzh an diorren padus.

Penaos ober : Gant Poc'hêr kumuniezh e vez gwerzhet rotelerioù (15 € evit unan 300 litr, 30 € evit unan 600 litr) ha bio-sailhoù, aes d'ober ganto evit dastum al lastez-kegin da lakaat e-barzh ar roteler, e 3 €. Evit prenañ anezho, deuit e darempred gant Jean-Luc Thépault, mestr-roteler Poc'hêr kumuniezh, er 06.81.92.45.62 a Lun da Wener eus 8e30 vintin da 12e hag eus 1e da 5e d'enderv, evit lakaat un emgav gantañ ha dont da gemer ur roteler en 21 hent Gourin.

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ