Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Keleier

Raktres Synutra : ul lid war an ton bras evit ar baladenn gentañ

D'ar Gwener 10 a viz Genver o doa Christian Troadec, maer Karaez ha prezidant Poc'hêr kumuniezh, Xavier Berthou, besprezidant evit an armerzh e Poc'hêr kumuniezh, kerkoulz hag an izili all eus ar gumuniezh, degemeret pennoù-bras ar strollad sinaat Synutra evit reiñ ar baladenn gentañ da voulc'hañ labourioù sevel o labouradeg a deknologiezh uhel e lec'hienn Kergorvo e Karaez. C'hoarvezet  e oa bet al lid-se dirak Guillaume Garrot, ministr dileuriet evit ar gounezvouederezh. Da 10e58 rik e oa bet roet ar baladenn gentañ goude ma oa bet tennet un tan-arvest.

Abaoe 25 bloaz emañ Sina oc'h enporzhiañ produioù laezh a-vern e sell da vastañ d'an ezhommoù zo o kreskiñ a-galz en o marc'had diabarzh. E 1987 ne veze ket bevezet nemeur a broduioù boued babigoù e Sina. Hogos an hanter eus marc'had ar bed emañ oc'h ober hiviziken.

Kalz e kresko ar marc'had gant divizoù politikel ar Stad sinaat a-fet merañ ar boblañsouriezh (8 milion a c'hanedigezhioù ouzhpenn bep bloaz).

Ar strollad Synutra,  an 2l oberataer eus ar marc'had sinaat a-fet fardañ boued yec'hed evit ar babigoù ha lakaat anezho war ar marc'had, a glask tizhout meur a bal :

- Respont da gresk e varc'had.

- Suraat padusted he fourvezadurioù danvezioù laezh diaoz.

- Heuliañ ingal-mat ar produioù da bep prantad eus ar produerezh, eus an tiez-feurm d'ar magadelloù.

- Gwarantiñ produioù eus ar gwellañ d'he bevezerien (gwarant gwellañ evit ar fiziañs)

Digoret e oa bet divizoù e miz Ebrel 2010 ha gant-se e oa bet gallet disoc'h gant an emglevioù keveliñ war hir dermen a oa bet kensinet e miz Gwengolo 2012 gant ar strollad Sodiaal, an izembregerezh Eurosérum hag ar strollad synutra evit pourchas danvezioù laezh diaoz d'ar c'hevredad Synutra Frañs.

War-dro 250 implij a rakweler e lec'hienn Karaez gant ar c'hevelerezh greantel-se.

Ar pezh en deus lakaet an embregerezh da zibab en em staliañ en hor c'horn-bro zo dreist-holl ar c'hementadoù bras a laezh a vez produet amañ, hag ar respontoù dillo degaset gant pennoù-bras ar c'horn-bro war an doareoù staliañ.  Evel-se, goude bezañ labouret gant ar greantour, o deus kinniget Poc'hêr kumuniezh hag e derkour, ar SAFI, doareoù degemer an unvez c'hreantel, gant un harp hollek evit lakaat an difraeoù war-sav.

Dilezet e oa bet font an dachenn e miz Gwengolo 2013 evit ur gorread a dost da 16 hektar, hag un dachenn tost da 20 hektar a zo bet miret goude-se diwar c'houlenn ar strollad Synutra.

100 milion a euroioù a vo postet ha 250 implij da-heul

Da 100 milion a euroioù e sav ar sammad bras-divent en deus asantet Synutra postañ da sevel un unvez c'hreantel e Karaez. Gant an dastumer, Sodiaal, e vo degaset al laezh da lec'hienn Kergorvo, ma vo ivez unvez Eurosérum (produer Laktoserom) hag an embregerezh da dreuzfurmiñ al laezh  poultr evit ar babigoù, a vo renet gant Synutra.

Empennet eo bet al labouradeg-se evit treuzfurmiñ ar produioù laezh poultr evit ar babigoù da gas war ar marc'had sinaat. Ur skouer deknologel dreistefedus e vo ha respont a raio da reoladoù ar gounezvouederezh, ar re strishañ anavezet en deiz a hiziv war ar marc'had evit ar babigoù. El labouradeg-se e vo kavet an isframmoù modernañ da sevel an unvezioù da sec'hañ al laktoserom.

Evit se e fell d'ar strollad Synutra gwarantiñ produioù a-zoare ha heuliañ ar produioù-se da bep prantad eus ar produerezh evit ma ne vo ket graet a rebechoù dezhañ diwar o fenn gant e bratikoù a-drugarez da :

- Un aozadur a-zoare e kenlabour strizh gant e gevelerien Sodiaal hag Eurosérum. (Aodit bloaziek an atantoù evit al laezh, ar fourmajerezhioù evit al laktoserom).

- Un aozadur evit heuliañ madelezh an argerzh greantel enframmet.

- Un arnodva kreiz e darempred dalc'hmat gant servijoù kalite Synutra Sina.

- Ur reizhiad stlennegel kalite diraezus d'ar pratikoù.

Emañ ar strollad Synutra o krouiñ ur benveg greantel hag a zle e berzhioù a-fet teknologiezh hag endro dont da vezañ un dave etrebroadel.

Gorreadoù arverek ar savadurioù zo war-dro 40 000 m2, evit ur postadur hollek tost da 100 milion a euroioù.

An elfennoù liammet ouzh an argerzh eo ar re-mañ :

- Barregezh vloaziek a 100 000 tonennad boued babigoù ar bloaz e rummadoù Oad1, 2l Oad ha 3e Oad (ur varregezh a c'hallfe bezañ kevatal d'ur produerezh a 120 000 tonennad poultr laezh/bloaz).

- Mont en-dro  365 deiz ar bloaz.

- Arbarañ e boestoù bihan

- Kasadennoù gant  endalc'herioù (Emeur o studiañ kas anezho dre borzh Brest).

 - Niver a c'hopridi war dermen : 250 (treuzdougen, divaenekaat, sec'hañ , arbarañ)

Dleout a rafed kas al laezh poultr produet, gant endalc'herioù, adalek porzh Brest, hervez ar pezh emeur o c'hendivizout er mare-mañ. Evel-se e vefe krouet un adfilierenn evit an treuzdougen ouzhpenn ar produerezh war-eeun.

Tost da 250 implij war dermen a vo krouet war-eeun e lec'hienn Karaez, pa vo enframmet ar rann arbarañ. Dav eo  ivez, koulskoude, ouzhpennañ d'ar sifr-se niver an holl implijoù ameeun a vo krouet gant ar staliadur-se, ha dreist-holl niver ar re a vo degaset gant al labourioù emeur o vont da gas da benn el lec'hienn. Gallout a raio an embregerezhioù sevel tiez ha labourioù foran talvoudekaat o obererezhioù.

 

Tost da 285 000 tonennad laezh-dienn / bloaz, a-hend-all, a vo pourchaset gant ouzhpenn 700 produer ha treuzfurmet e vint e laezh poultr babigoù, da gas war marc'had Sina ha gant-se e vo suraet ar filierenn labour-douar ivez.

Evel-se eo anavezet labour a-zoare ar broduerien eus ar c'horn-bro hag al laezh pourchaset ganto gant ur strollad, dezhañ ur vent etrebroadel.

Steuñv al labourioù

Evit kas ur raktres a seurt-se da benn ez eus ezhomm danvezioù hag argerzhadurioù bras. Evel-se, abaoe deroù 2013 ez eus bet kaset da benn studiadennoù war an endro, an teknikoù hag ar reolennadurioù gant ar gevelerien a bep seurt.

- An aotre-sevel a oa bet roet e miz Gwengolo 2013,

- An argerzhadurioù SREE (staliadur rummet evit an endro) emeur o peursevel,

- Emeur o vont e darempred gant an embregerezhioù hag o skoulmañ an emglevioù fiziout ar marc'hadoù enno

- Ar greantour a zlefe boulc'hañ al labourioù e-kerzh trimiziad kentañ 2014 evit lakaat al labouradeg e servij e-kreiz 2015.

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ