Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Keleier

Hep le Bus a gaso ac'hanoc'h d'an Erer Kozh (eus an 18 d'an 21 a viz Gouere)

Warlene e oa bet tost da 2 800 a veajourien o vont da Ouel an Erer Kozh hag o tistreiñ d'ar gêr pe d'al lec'h ma oant o lojañ gant ar bulzunoù « Hep le Bus ».

Teir linenn vras a vo.

Unan hag a zarempred Kêr Karaez-Plougêr

Lakaet e vo bulzunoù etre ar Gouel ha kreiz-kêr (7,5 km). 12 arsav a vo a-hed an hent-se hag a vo darempredet bep eur gant ar busoù e-pad daou brantad eurioù (etre 2 eur ha 6 eur d'enderv hag etre 11 eur noz ha 3 eur vintin). Dav eo notenniñ e vo daou arsav nevez e straed an Ti-lazhañ e Karaez-Plougêr (e kroashent ar straed Marie-Louise Bernard) hag e straed al Lapoused (lec'h-arsav « kastell-dour » e kroashent straed ar Bokidi-Mae. Dav eo notenniñ ivez e vo graet un taol-esae gant deservij Kergaled da-geñver festival 2013.

Unan hag a zarempred kumunioù Kledenn-Poc'hêr, Kerglof, ar Vouster, Motrev, Plonevell, Poullaouen :

Lakaet e vo war-sav 4 linenn vihan (Poullaouen/Plonevell, Kledenn-Poc'hêr/Kerglof, Sant-Hern/Motrev hag ar Vouster. Dre bep linenn e c'hallo ar festivalourien mont betek gar Karaez-Plougêr (2 veaj mont ha 2 veaj distreiñ a vo bemdez war-zu ar c'humunioù e-pad ar festival nemet gant al linenn Sant-Hern/Motrev ma vo lakaet ar festivalourien da ziskenn ha ma vint sammet er boulouard Jean Moulin).

Er bourc'hioù e loc'ho hag e tegouezho ar bulzunoù er c'humunioù.

Unan hag a zarempred tachenn-gampiñ Traoñienn ar Stêr-Iêr :

Rakwelet ez eus bet 3 beaj evit mont war-zu gar Karaez-Plougêr ha 2 veaj distreiñ d'an dachenn-gampiñ bemdez e-pad ar festival.

 

 

 

 

 

Da bellgargañ

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ