Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Ar greizenn c'hoaridour Plijadour

 

30° en dour, gwez-palmez, kadorioù hir, peadra da hunvreal, neketa ?... Deuit d’ober anaoudegezh gant Plijadour, kreizenn c’hoaridour ar Poc’hêr e Karaez. E Plijadour emañ holl blijadurioù an dour, eus ar re nerzhekausañ d’ar re ziskuizhusañ ! E-pad un eurvezh pe ur penndevezh, gant ho familh pe ho mignoned, deuit tre en ur bed a blijadur hag a zudi, evit neuial pe diskuizhañ hepmuiken.

E Plijadour e kaver :

  • -ur ruz-revr – ruzañ a-hed 70 m, tremen en diavaez a-raok splujañ en dour e 30° ! Nag a blijadur !
  • ur jacuzzi – Klogor, klogor hepken ha dour e 32° evit diskuizhañ ken eeun ha tra, e-pad ma vez ar vugale o splujañ, o lammat, o neuial...
  • neuial a-enep red an dour – Mat eo neuial, met sebezusoc’h c’hoazh eo neuial a-enep red an dour !
  • ur poull-neuial – Dour glas-pers, ur poull 25 m, krawl, neuiadenn a-vriad pe neuiadenn-valafenn : ho pet plijadur hardizh gant an dour.
  • ur bank dourzorloiñ – Flistradennoù dour, klogor, evit kaout ho kwalc’h a energiezh.
  • ur poull-dudi – Aze eo, dindan bil dour ar c’hanolioù pe e dañs diroll klogor ar geiser, en em gav an holl, ar re vihan kenkoulz hag ar re vras !
  • korn ar re vihanañ – Ur poullig patouilhañ, c’hoarioù... da bep oad e c’haller kaout plijadur gant an dour...

 

Priziou 2013

  Eurioù digeriñ pa vez skol Eurioù digeriñ e-pad ar vakañsoù
Lun 5e - 7e g.k. 10e - 8eg.k.
Meurzh 4e-9e g.k. 10e - 9e g.k.
Merc’her 12e - 1e15
2e30 - 8 e g.k.
10e - 8e g.k.
Yaou 12e - 1e15
5e - 8e g.k.
10e - 8e g.k.
Gwener 4e - 10e g.k. 10e - 10e g.k.
Sadorn 2e - 7e g.k. 10e - 7e g.k.
Sul 9e - 6e g.k. 9e - 6e g.k.

Ret eo mont kuit eus ar poulloù 15 munut a-raok ma vez serret ar greizenn

Serret e vez ar c’hef 45 munut a-raok ma vez serret ar greizenn

Digor d’an deizioù gouel eus 9e30 da 12e45 hag eus 2e30 da 6e g.k.

d’ar 14 a viz Gouere ha d’ar 15 a viz Eost : eus 10e da 6e g.k.

Serr e vez Plijadour d’ar 25 a viz Kerzu, d’ar 1 a viz Genver ha d’ar 1 a viz Mae

Kentelioù hag abadennoù kinniget

  • deskiñ ha peurzeskiñ neuial
  •  neuial-sport
  •  akwajiminas
  •  belo-dour
  • gourdoniñ en dour
  • neuñverezh evit ar maouezed dougerezed
  • neuñverezh evit an dud nammet
  • babigoù neuñverien
  • al liorzh-dour

Mont e darempred ganti

Plijadour, straed ar Poull-Neuial, 29270 Karaez

Pgz : 02 98 99 39 50

Kantelioù neuial

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ