Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Fiber optics background with lots of light spots - Péter Mács - Fotolia

Ar brastres evit kenstagded an tiriad (BeKT)

Petra eo ar BeKT ?

Ar Brastres evit kenstagded an tiriad (BeKT) zo un teul kêraozañ a laka an durc’hadurioù hollek evit diorren hag aozañ ar vro en 10 vloaz a zeu. Diskouez a ra ur gwir youl bolitikel evit ar c’horn-bro zo anv anezhañ ha gantañ e c’haller plediñ gant :

  •   harpañ an diorroadur armerzhel
  •  aozañ ha mestroniañ ar monedoneoù
  • gwareziñ ar glad hag ar mammennoù naturel
  • liesseurted an annezañ

Ar Bekt a c’haller enebiñ ouzh steuñv lec'hel ar c'hêraozañ (SLK : STIR kozh) hag ouzh kartenn ar gumun, ouzh programmoù lec’hel an annez (SLA), steuñvioù monedoneoù kêrel (SMK), an oberiadennoù font ha terkadurezh, ar brastresoù diorren kenwerzhel hag an aotreoù kêraozañ kenwerzhel. Dindan 4 bloaz well-wazh e vez savet ar brastresoù evit kenstagded an tiriad.

Ar BeKT,  perak ?

Gant an teul kêraozañ-se e vo roet , war hir dermen, an durc’hadurioù bras a sell war-eeun ouzh buhez pemdeziek annezidi Kornôg Kreiz-Breizh. Evel-se e c’hallor kas da benn an oberoù a-fet dilec’hiañ, annez, diorren armerzhel, sevel aveadurioù bras, servijoù publik pe c’hoazh stummadurioù uhel, en un doare efedus ha poellek.

Gant ar brastres-se, bet lakaet e pleustr en diazad bevañ a-bezh, hag a vo muioc’h eget un teul evit terkañ an tiriad, e c’hallimp kevreañ holl nerzhioù bev ar c’hornad evit pouezañ war an teuliadoù strategel bras, evel staliañ ar c’has uhel-kenañ, al labourioù da lakaat 2 wech 2 forzh war an hent broadel 164, modernaat an hent etre an Oriant ha Rosko pe c’hoazh arglask embregrezhioù hag a grou implijoù e Kreiz-Breizh.

 

 

 

Arbennigourien o doa kemeret perzh en emvod publik a oa bet aozet d’an 22 a viz Genver 2013 gant Poc’hêr kumuniezh. Setu amañ titloù o frezegennoù :

« Peseurt tachenn evit ar Vro ? Peseurt terkadurezh evit an tiriad ? Takadoù armerzhel, treuzdougen, servijoù publik… Ar Brastres evit kenstagded an tiriad (BeKT) : ur benveg a zere »

 

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ