Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Keleier

Lec'hienn Genrouedad Poc'hêr kumuniezh a cheñch tres !

Abaoe ar 27 a viz Mezheven ez eus ul lec'hienn Genrouedad nevez gant Poc'hêr kumuniezh hag ar c'humunioù zo enni diouzh ar garta c'hrafek dibabet hag ar servijoù kinniget.

Ne roe ket « Lec'hienn ar gumuniezh-kumunioù ha hini Kêr Garaez » hor goulenn dimp rak ne c'hallent ket bastañ da c'hoantoù nevez an dud evel ar pellservijoù pe ar paeamantoù enlinenn », a ziskleir Kristian Troadeg, Prezidant Poc'hêr kumuniezh. « Gant al lec'hienn Genrouedad lakaet e boutin e c'haller ivez gwellaat gwelusted lec'hiennoù ar c'humunioù », a lavar ouzhpenn José ar Gwellañv, besprezidant karget eus an teknologiezhioù nevez.
Ar poellgor leviañ, zo bodet ennañ dilennidi eus pep kumun, en deus bet c'hoant da ziorren lec'hiennoù ergonomek, aes da implijout ha plijus evit aesaat ar c'hlask titouroù ha servijoù.

Diorroadur ar servijoù enlinenn, un doare evit ar smartfonoù

Ouzhpenn bezañ ur benveg evit desachañ tud er c'horn-bro ha diorren an ekonomiezh hag an touristerezh e kinnigo al lec'hienn titouroù peurglok ha servijoù enlinenn. Difraeoù melestradurel zo, evel goulenn un akta diwar marilh ar boblañs pe ur paper-ganedigezh, pe c'hoazh paeañ ar servijoù fakturennet gant ar c'humunioù pe ar gumuniezh-kumunioù, evel ar c'hantin pe ar servij yac'husaat distroll, a c'hallo bezañ graet dre ar Genrouedad. Diskoulmoù ouzhpenn d'ober ganto e vo an doareoù nevez-se, e-kichen an doareoù kustum.
Dav eo notenniñ e c'hallo al lec'hiennoù-se emdreiñ ha kinnig arc'hweladurioù nevez d'ar wiaderien-implijerien.
 

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ