Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Keleier

Dileuridi ofisiel eus Sina a oa bet degemeret e Karaez e-pad tri devezh adalek ar Sul 28 a viz Gwengolo betek ar Meurzh 30 a viz Gwengolo. E sell emañ Sinaiz da bostañ arc'hant er gounezvouederezh e Kreiz-Breizh.

Christian Troadec, Prezidant Poc'hêr kumuniezh, an ao. WU Xilin, Ministr Kuzulier war an  Ekonomiezh hag ar C'henwerzh e Kannati Sina e Frañs, Yann Etienne, saver yer dozviñ hag an ao. WU Shaohua, Prezidant skourr gall « EXIM Bank of China ».

Christian Troadec, Maer Karaez, Prezidant Poc'hêr kumuniezh ha Kuzulier-departamant eus Penn-ar-Bed, Xavier Berthou, Besprezidant Poc'hêr kumuniezh karget eus an diorren ekonomikel ha Didier Goubil, Besprezidant Poc'hêr kumuniezh karget eus al labour-douar, o doa degemeret e-pad tri devezh e Karaez, adalek ar Sul 28 a viz Gwengolo da noz betek ar Meurzh 30 a viz Gwengolo d'enderv, un dileuriadur ofisiel eus Sina, ennañ an ao. WU Xilin, Ministr Kuzulier war an Ekonomiezh hag ar C'henwerzh e Kannati Sina e Frañs, an ao. LIU WEI, eil sekretour Kannati Sina, an ao. WU SHAOHUA, Prezidant skourr gall « EXIM Bank of China », an ao. ZHANG JU, Director of Department of Corporate Business & Structured Financing en « EXIM Bank of China », hag an it. PAN YINGFAN , Deputy Director of Department of Office Administration & Services, Paris Branch en « EXIM Bank of China ».

Ur programm a oa bet savet evit mont da weladenniñ greantioù hag a c'hallfe bezañ adkemeret (lazhtioù, savadurioù greantel...). Tachennoù hag a c'hallfe bezañ degemeret embregerezhioù enno (takad ekonomiezh ar Veridi Nevez e Karaez, takad Kerherve e Kledenn-Poc'hêr... ) a oa bet gwelet. Gant ar programm ivez o doa gallet an dileuridi ober anaoudegezh gant stalioù labour-douar a bep seurt (bioù, saout-laezh, yer).

Pa oa bet degemeret an dileuridi ent-ofisiel e ti-kêr Karaez d'al Lun 29 a viz Gwengolo, an ao. WU SHAOHUA, prezidant skourr gall « EXIM bank of China », « sebezet o welet pegement e c'haller produiñ war dachenn ar gounezvouederezh e Breizh », en doa lavaret e vo staliet ur skipailh eus « EXIM Bank of China » war al lec'h, e Karaez, evit studiañ raktresoù postadurioù er gounezvouederezh hag evit gwelet penaos kenlabourat war hir dermen [...] evit kavout tro da ezporzhiañ produioù da Sina, postañ arc'hant hag ober eus Breizh ur pont ekonomikel etre Sina ha Frañs ». 

Sinaiz a daol pled ouzh chemet tud Kreiz-Breizh war dachenn ar gounezvouederezh hag ar greanterezh

Goude bezañ degemeret e Karaez ar strollad sinaat Synutra, arbennikaet war broduiñ laezh poultr evit ar babigoù hag en deus asantet postañ ur sammad bras-divent ouzhpenn 100 milion a euroioù e Karaez, Kristian Troadeg, Maer Karaez, Prezidant Poc'hêr kumuniezh, Xavier Berthou, Besprezidant Poc'hêr kumuniezh karget eus an diorren ekonomikel ha Didier Goubil, Besprezidant Poc'hêr kumuniezh karget eus al labour-douar, o doa degemeret dileuridi ofisiel eus Sina, en o zouez WU SHAOHUA, prezidant skourr gall « EXIM Bank of China » ha WU XILIN, Ministr Kuzulier war an Ekonomiezh hag ar C'henwerzh e Kannati Sina e Frañs. Hennezh en deus douget bri da labour ha youl tud Karaez da zegemer eus ar gwellañ al labouradeg Synutra ha fellout a ra dezhañ kas ar c'henlabour-se war-raok etre Sina ha Kreiz-Breizh en doare ma vo "gounit an holl".

Un darempred ma vo gounit an holl 

Hollbouezus eo an dra-se evit Christian Troadec : « Asantet en deus Synutra postañ ur sammad bras-divent evit ma vo gounit an holl. Diskouez a ra ar staliadur-se e anavezer chemet saverien saout-laezh Kreiz-Breizh, hag ouzhpenn se surentez ar boued, an heuliadusted... Hor roll (e Poc'hêr kumuniezh) eo bezañ "aesaerien" evit lakaat ar bosterien sinaat da gejañ ouzh produerien ha treuzfurmerien ar vro ».

Abalamour, en un tu, ma teuio da vezañ diaes-kenañ da Sina bevañ hec'h annezidi, dre ma'z a ar vro-se 22 % eus poblañs ar bed gant 7 % eus an douaroù-gounit hepken, hag en un tu all ma'z eus barregezhioù e-leizh gant Kreiz-Breizh a-fet produiñ boued a-zoare, en doa disklêriet an ao. WU SHAOHUA ez eo an darempredoù ekonomikel-se un « dimeziñ laouen ».

Dont a raio ar c'henlabour-se da wir buan, a-hend-all, dre ma vo staliet e Karaez ur skipailh eus « EXIM bank of China » hag a studio ar raktresoù postadurioù er gounezvouederezh evel ar produioù diwar vioù ha diwar laezh.

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ