Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hern – Trefrin – Treogan

Keleier

Poc'hêr en Aod : bulzunoù digoust adalek ar Merc'her 9 a viz Gouere

« Poc'hêr en Aod » zo ur servij digoust kemeret e karg gant Poc'hêr kumuniezh. Digor eo d'an holl ha n'eus ket da lakaat e anv en a-raok. Heñvel e vo an aozadur ouzh an hini a oa bet lakaet war-sav e 2013 gant Kêr Garaez.

 

 

A-hed an hañv ez aio ar servij-se en-dro. 15 tro zo war ar roll etre ar Merc'her 9 a viz Gouere hag ar Sadorn 30 a viz Eost.

Bez' e vo div vulzun bep sizhun, da Verc'her (An Aod Wenn e Konk-Kerne) ha da Sadorn (Aod Pentraezh e Sant-Vig).

Mont a raio kuit ar bulzunoù  da 1 eur goude kreisteiz eus plasenn an Iliz e Karaez (plasenn Verdun) ha distreiñ a raint di da 6 eur 30.

Ar vinored na vo den-deuet ebet ganto a ranko kaout un aotre digant o zud.

Ar re yaouank dindan 12 vloaz a ranko bezañ gant un den-deuet.

An dud vinor na vo den-deuet ebet ganto a ranko diskouez un aotre digant o zud (da bellgargañ dre glikañ war al liamm). Ar vugale dindan 12 vloaz a ranko bezañ gant o zad pe o mamm pe gant un den major anvet gant an dileuriad lezennel.

Ned aio ket ar servij en-dro e-pad Gouel an Erer Kozh (eus ar 17 d'an 20 a viz Gouere 2014).

Ar veajourien a implij ar servij-se a rank bezañ lennet hag asantet d'ar reolennoù diabarzh (da bellgargañ o klikañ war al liamm).

Pellgargit ar follenn-nij o klikañ amañ !

Evit gouzout hiroc'h, kit e darempred gant Poc'hêr kumuniezh (Ti ar Servijoù Publik - Plasenn an Tour d'Auvergne - B.P 150 - 29 833 KARAEZ-PLOUGÊR - Pgz : 02 98 99 48 00).

Postel : transport.habitat@poher.com.

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ