Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hern – Trefrin – Treogan

Keleier

Ar park diavaez digor en-dro

Christian Troadec, Prezidant Poc'hêr kumuniezh, Olivier Faucheux, besprezidant karget eus ar vugale, eus ar yaouankiz hag eus ar sportoù, ha Patrice Joubrel, rener Plijadour, o deus bet c'hoant da gaout ur Park evit ar familh en o fezh hag aes d'an holl mont ennañ.

Abaoe ar 26 a viz Ebrel e c'hall annezidi ha gweladennerien Karaez hag he c'horn-bro ober o mad eus nevezentioù ar park c'hoarioù dour diavaez.

D'ar Sadorn 26 a viz Ebrel e tigore kouronklec'h diavaez Plijadour.  Goude ur c'houlzad kentañ, ma oa bet plijet-kenañ ar weladennerien,  ar « Park diavaez » a zegaso plijadur en-dro d'ar re vras ha d'ar re vihan c'hoazh ha dont a ra da vezañ ur gwir bark dudi ha kouronkañ ma vo kinniget servijoù dibar e Kreiz-Breizh.

Nevezentioù a-leizh

Evit ar c'houlzad 2014 eo bet gwellaet ar « Park »  diavaez c'hoazh. Kinniget e vez daou drampolin bras,  div vrañsigell (a c'hall ar vugale dalc'het en o c'heflusk mont ganto), hag a zegaso o c'hoant d'ar re yaouank.

250 m2 a draezhennoù terket ouzhpenn (ar pezh a ya d'ober war-dro 1 200 m2 a draezhennoù en holl bremañ), hirgadorioù, disheolierioù ha taolioù pik-nik a roio tro d'ar familhoù da dremen devezhioù kaer er park kouronkañ ha dudi dibar e Kreiz-Breizh.

 

 

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ