Tost 5000 den deuet zo enskrivet e stummadurioù da zeskiñ brezhoneg.
Stajoù zo ivez hag efedus-tre eo ar stummadurioù 6 miz a zo bet savet gant kreizennoù-stummañ. 3 gwech muioc'h a dud zo er stajoù-se eget 10 vloaz zo hag e fin o 6 miz e vez tremenet un Diplom Stad gant ar stajidi, an Diplom Barregezh Yezh. Kement-se a sikouro an implijerien da zibab anezho evit ur post rak ar brezhoneg zo deuet da vezañ ur varregezh priziet evit labourat : ouzhpenn 1300 post-labour a zo ma'z eus ezhomm da gomz brezhoneg (er c'helenn, er mediaoù, er c'hevredigezhioù, en embann, er magourioù...). Deskiñ brezhoneg evit komz, sur, evit kavout labour ivez.