Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hern – Trefrin – Treogan

Taksikom

Lakaet e oa bet Taksikom war-sav e miz Kerzu 1999. Ur servij treuzdougen diwar c’houlenn renket gant Poc’hêr Kumuniezh evit holl hec’h annezidi ez eo. Sevenet eo gant sikour artizaned taksi.

2 € eo priz an dro.

Klikit war al liamm da bellgargañ al levrig 2013.

Levrig 2013

Pedavare ez a Taksikom en-dro ?

D’ar Meurzh vintin eus 8e00 da 12e00,

D’ar Merc’her goude kreisteiz eus 1e30 da 6e30

D’ar Yaou goude kreisteiz eus 1e30 da 6e30

ha d’ar Sadorn eus 8e30 da 1e00 g.k.

N’a ket en-dro d’an deizioù gouel.

Penaos implijout Taksikom ?

Ret eo deoc’h mirout ur plas evit ho peaj, d’an derc’hent da 5e00 d’abardaez d’an diwezhatañ, dre bellgomz d’ar 02 98 99 38 61.

Mont a ra TaksiKom da gerc’hat ac’hanoc’h er gêr, ha kas a ra ac’hanoc’h d’al lec’h a garit war dachenn Poc’hêr kumuniezh.

(Goulenn a reer diganeoc’h chom hep bezañ war-bouez ur c’hard-eur, evit gallout kemer meur a zen asambles. A-hend-all e c’hall annezidi ar Vouster mont ivez d’ar pol melestradurel e Mêl-Karaez).

Kaset e vioc’h en-dro d’ar gêr gant Taksikom, e 2 € an dro bepred.

Titouroù ha mirout plasoù

Eus al Lun d’ar Gwener eus 9e00 da 12e30 hag eus 2e00 da 5e00 er 02 98 99 38 61.

Lec’h degemer : CFTA,  9 Plasenn ar Gar, 29270 Karaez.

Gallout a ra an dud dalc’het en o c’herzhed mont gant Taksikom.

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ