Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hern – Trefrin – Treogan

Ar skol sonerezh

Graet eo Skol Sonerezh ar Poc’hêr evit kement den a fell dezhañ deskiñ ar sonerezh pe bezañ sikouret en e bleustr eus ar sonerezh. Evit an arzourien a gelenn er skol sonerezh, emañ bleuniadur pep hini, kalite ar c’helenn hag an neveziñ er renk kentañ. En ul lec’h kreiz emañ ar skol e-barzh hor c’humuniezh, setu ma c’hall kenlabourat a-dost gant frammoù all eus ar c’horn-bro (SDAY, al leurenn Glenmor, al levraoueg, ar Bagad), evit kinnig un dibab ledan a vennadoù sevenadurel d’an dud.

Dav eo notañ e kresk ingal an niver a dud enskrivet : tost da 350 e 2013.

 

Jediñ a reer prizioù an enskrivañ diouzh ar rannad tiegezhel  en holl gumunioù eus Poc’hêr kumuniezh. Evit ar bloaz a-bezh e vez paeet ar gwirioù enskrivañ, met gallout a reer paeañ dre lamadennoù bank a-benn 3 pe 8 gwech.           

Gallout a ra ar skolidi deskiñ seniñ ar binvioù sonerezh hengounel pe ar binvioù lesanvet « klasel » :

Roll ar c’hentelioù a-hiniennoù

Akordeoñs kromatek, alto, binioù kozh, taboulinoù, bombard, kan lourennek, klarinetenn, gourvioloñs, binioù skosat, fleüt koad hengounel, fleüt a-dreuz klasel, gitar akoustek pe tredan, gitar klasel, telenn geltiek, piano, binvioù tos, saksofon, pib-ilin, violoñs, violoñsel.

Roll an obererezhioù a-stroll :

Atalier sonerezh hengounel (5 strollad – savet e vez ar strolladoù gant ar gelennerien en distro-skol), atalier sonerezh Klesmer, atalier binvioù dre c’hwezhañ, atalier rock, sonerezh kambr, laz-kanañ klasel, Kor ar Poc’hêr, lazioù-kanañ evit ar vugale, ober anaoudegezh gant ar sonerezh, deskiñ un tamm diouzh ar sonerezh, stummadur sonerezh hengounel, stummadur sonerezh klasel, stummadur sonerezh oadourien/krennarded, atalier teknikoù ar vouezh evit an oadourien, atalier teknikoù ar vouezh evit ar grennarded, atalier teknikoù ar vouezh evit ar vugale, laz-seniñ dre gerdin, laz-seniñ ar Poc’hêr (goude un abadenn-selaou).  


Pgz : 02.98.93.78.71
Postel : ecoledemusique@poher.com
 

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ