Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Keleier

Karaez ha Poc'hêr Kumuniezh e penn a-raok ar .bzh

Emañ Kêr Garaez ha Poc'hêr kumuniezh o paouez degemer an astenn anv domani « .bzh » evit o lec'hiennoù Kenrouedad hag evit chomlec'hioù postel ar servijoù. Ur wech ouzhpenn emañ ar strollegezhioù-se er penn a-raok evit brudañ Breizh er bed a-bezh.  

An DPKE* kentañ oc'h ober an dra-se

Kêr Garaez ha Poc'hêr kumuniezh, c'hoant ganto talvoudekaat Breizh ha digor war ar bed dre an teknologiezhioù nevez war un dro, a zo e-touez ar strollegezhioù kentañ eus Breizh a zo en em lakaet da vat d'ober gant astenn Internet eus Breizh e «.bzh ».
« Poc'hêr kumuniezh eo an tolpad-kêrioù kentañ eus Breizh a ra penn-da-benn gant ar .bzh », eme zDavid Lesnevan, prezidant ar gevredigezh www.bzh «Tolpadoù-kêrioù all a ra gant lec'hiennoù e .bzh met eiladet o deus an danvez anezho evit c'hoazh hag ober a reont gant lec'hiennoù e .fr / .com hag e .bzh. war un dro ».

*DPKE = diazezadur publik a genlabour etrekumunel

Talvoudekaat Breizh

«Un heuliad poellek eo hon intrudu d'an tomm ma'z omp ouzh Breizh hag hor c'hoant d'he c'has war-raok. Evel-se, en ur implijout ar .bzh, e roomp an tu da Vreizh da vont tre en unaniezh bedel an teknologiezhioù nevez ha da vezañ anavezet evel-se, evel Katalonia gant he .cat, da skouer », en deus lavaret Kristian Troadeg, maer Karaez ha Prezidant Poc'hêr kumuniezh.
An div strollegezh a laka e pleustr, abaoe 2001, ar garta « Ya d'ar brezhoneg » kinniget  gant Ofis publik ar brezhoneg evit kas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran, sokial hag ekonomikel. Gallout a reer gwelet an engouestl-se dija e lec'hiennoù Kenrouedad boutinaet Karaez ha Poc'hêr kumuniezh hag a oa bet roet lañs dezho e miz Mae 2013 gant un doare gallek... hag un doare brezhonek.
« Tomm-kenañ eo an dud ouzh ar brezhoneg er c'hornad, peogwir ez eus tost da 30% eus an dud zo brezhonegerien e-touez an dud dindan 20 vloaz e Karaez, a gendalc'h ar maer, oc'h en em harpañ war un enklask war implij ar brezhoneg e Karaez hag a oa bet kaset da benn da-geñver niveridigezh diwezhañ 2012. Gant un enklask a intrudu lec'hel hon eus gallet en em rentañ kont ez eus « 63 % eus an dud sontet hag a lavar int tomm ouzh ar brezhoneg. »


Istor ar « .bzh »

Pal an astenn Internet « .bzh », kaset gantañ skeudenn ur Vreizh virvidik ha digor war ar bed, eo talvoudekaat ha lakaat war wel an obererezhioù ekonomikel, sokial, sevenadurel liammet ouzh Breizh. An astenn rannvroel kentañ eus Frañs o  tiflukañ eo ar « .bzh », a-raok ar « .alsace », « .aquitaine » ha « .corsica ».
Gant sinadegoù enlinenn hag engouestl kuzulioù-departamant an Il-ha-Gwilen ha Penn-ar-Bed, ha hini ar C'huzul-rannvro ivez, omp deuet a-benn e 2008 da grouiñ ar gevredigezh www.bzh. Homañ zo karget da sevel an teuliad emstrivañ evit an ICANN (aotrouniezh etrebroadel reoliñ an Internet a ver astennoù an anvioù domani, e-touez traoù all).

D'an 28 a viz C'hwevrer 2014 hepken e oa bet sinet ar gevrat,  kadarnaet ganti krouidigezh an astenn nevez .BZH, etre an ICANN hag ar gevredigezh www.bzh.
Karaez ha Poc'hêr kumuniezh a oa bet ar re gentañ o kinnig ober gantañ adal an 3 a viz Du tremenet, pa oa bet digoret ar .bzh d'ar strollegezhioù e Breizh. Bremañ ez eus bet enrollet 4000 anv domani gant astenn Internet Breizh .bzh. 70 % anezho zo bet goulennet gant embregerezhioù pe kevredigezhioù, 10 % gant strollegezhioù. An hiniennoù, a zeu da vezañ niverusoc'h-niverusañ,  a ya d'ober 20 % eus ar re o deus anvioù domani e .BZH evit c'hoazh. Met an holl n'o deus ket divizet c'hoazh lakaat tremen o lec'hienn Genrouedad e « .bzh ».


Tiriad niverel

Ar « .bzh » zo ur merker stroll dedennus evit ur rannvro a fell dezhi kreñvaat he flas a « zouar an teknologiezhioù ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ (TKK) ». Rannvro Breizh zo deuet da vezañ ur marc'h-blein eus ar rouedadoù kas uhel-kenañ hag enni ez eus ouzhpenn 42 000 implij er gennad-se. Karaez hag ar Vouster a vo kevreet penn-da-benn ouzh ar rouedad gwienn optikel adalek eil c'hwec'hmiziad 2016. Ar « .bzh » a ro an tu da Vreizh da vezañ war wel e-touez an tiriadoù o deus gouezet en em ziskouez er bed niverel evel strollegezhioù all e Frañs hag er bed (« .paris », « .berlin », « .tokyo », « .quebec »,...).

Skritelloù, pegsunioù...

Kêr Garaez ha Poc'hêr kumuniezh o deus rakwelet ober ur c'houlzad kehentiñ evit lakaat anavezout an intrudu-se dre lakaat skritelloù war wel er c'hornad, pennadoù er c'hazetennoù... hag ivez dre zasparzhañ 8 000 pegsun moullet a-ratozh evit ar c'hirri, evit darn, gant kazetenn ar gumun, hag ar peurrest a vo kinniget el lec'hioù publik eus ar c'hornad.  « Emichañs e talvezo da skouer da strollegezhioù all hag a raio kemend-all evit kas skeudenn ur Vreizh vodern troet war-zu an amzer-da-zont. » Al Leurenn Glenmor, ur greizenn ar c'hendalc'hioù hag ur greizenn sevenadurel anezhi, zo aet da-heul. Da biv an dro ?

 

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ