Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Keleier

An implij eus produioù bio eus ar vro er pretioù stroll : Poc'hêr kumuniezh, ur c'horn-bro skouer e Bro Kornôg Kreiz-Breizh

Goude ar galv da raktresoù lañset gant Kuzul-rannvro Breizh evit diorren filierennoù boued lec'hel e fell da Vro Kornôg Kreiz-Breizh diorren an implij eus produioù bio eus ar vro er pretioù stroll. Poc'hêr kumuniezh zo aet war ar renk evit bezañ ur c'horn-bro skouer hag evit reiñ lañs d'an dra-se en he fretioù stroll.

Reiñ talvoudegezh d'ar produioù eus ar vro ha kinnig marc'hadoù a-zoare d'ar broduerien

Kalite yec'hedel ar produioù, o orin hag o doare produiñ zo e-kreiz prederioù ar vevezerien bremañ.

Gant an implij eus produioù bio eus ar vro er pretioù stroll e c'haller sikour da sevel ur filierenn armerzhel tost d'an dud hag ober d'ar broduerien eus ar vro kavout fred da vat. Gant an dra-se e c'haller ivez reiñ talvoudegezh d'o froduioù a vo debret war-eeun war al lec'h.

Setu perak eo krog Poc'hêr kumuniezh gant an ober-se hag asantet he deus dont da vezañ ur c'horn-bro skouer.

Harpañ ar c'heginoù stroll

Ti al labour-douar biologel e Penn-ar-Bed (MAB 29) en deus komzet da gentañ gant dileuridi ar c'heginoù stroll dedennet gant an dra-se. Ur renabl kentañ zo bet graet eus doaoreoù mont en-dro pep framm (pourvezioù boued, koskor ha dafar). Gant MAB 29 e oa bet graet erbedadennoù da bep kegin diouzh o ezhommoù e-sell da lakaat anezho da implijout produioù eus ar vro.

E miz Kerzu 2013 e oa bet skrivet gant Bro Kornôg Kreiz-Breizh ha Poc'hêr kumuniezh un emglev evit kemer perzh e-barzh an taol.

Gant 5 kegin stroll eo bet sinet an emglev trizu (Bro Kôrnog Kreiz-Breizh, Poc'hêr kumuniezh, keginoù stroll) :

- Kantin-kêr Karaez

- Kantin-kêr Kerglof

- Kantin-kêr Plonevell

- Kantin-kêr Poullaouen

- Bod-lojañ ar Salet e Karaez

Lakaat ar c'heginoù stroll hag ar broduerien e darempred an eil re gant ar re all ha reiñ lañs d'an traoù er vro

Emañ MAB 29 o vont da ginnig d'ar pretioù stroll ur stummadur war an implij eus produioù bio eus ar vro pa vez keginet meuzioù.

E-keit-se emañ MAB 29 ha Kambr Labour-douar Penn-ar-Bed (KL 29) o labourat ivez evit frammañ ar c'hinnig produioù eus ar vro. Evit se emaint o sevel stummadurioù da lakaat ar broduerien d'ober anaoudegezh gant ar pretioù stroll. Emeur o renabliñ ar broduerien o defe c'hoant da gavout fred evel-se. Gant-se e vo savet ur c'hatalog gant ar broduerien a bourchaso boued d'ar pretioù stroll. Keit ha ma pado ar raktres-se e vo aozet kendivizoù etre ar geginerien hag ar broduerien evit krouiñ liammoù etre an holl dud-se.  Ar soñj eo frammañ ar filierenn ha reiñ lañs d'an traoù er vro.

Pelloc'h e vo klasket lakaat Poc'hêr kumuniezh da rannañ he chemet gant ar pretioù stroll hag ar broduerien all e Bro Kornôg Kreiz-Breizh.

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ