Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Keleier

E Karaez, e kroashent Breizh, ur bonn digoust evit ar c'hirri tredan

Abaoe un nebeud devezhioù e c'hall an dud o deus kirri tredan kargañ tredan evit netra e kreiz-kêr Karaez, e kroashent Breizh.

Gallout a reer adkargañ ar c'hirri noz-deiz ha Sul-gouel-pemdez. Pal ar staliadur-se eo kemer perzh e diorroadur ar rouedad vreizhat etre-kêrioù ha harpañ diorren an doareoù dilec'hiañ tredan. Rak gant ar bonn e c'hallo un den hag a zo o tont eus Kemper, Brest, Roazhon, an Oriant pe Sant-Brieg adkargagañ e garr tredan evit  mont pelloc'h. Lec'hiet mat eo Karaez evit an dud a ruilh o c'harr gant tredan.

Kirri servijoù kêr a ruilh gant tredan 

Kêr Garaez a oa lodek en dra-se dija dre ma'z eus bet prenet karbedoù dezougen tredan evit he servijoù teknikel e-pad c'hwec'hmiziad kentañ 2013. Poc'hêr kumuniezh en deus kendalc'het ganti dre vroudañ an dud da ruilhal gant kirri n'int ket saotrus, a vez anvet ivez « karbedoù digarbonet »,ha staliañ ur bonn adkargañ a c'hall bezañ implijet gant an holl dud noz-deiz ha Sul-gouel-pemdez. Kempennet eo bet an hentoù ha staliet ez eus bet panelloù evit ma vo aes mont betek ar servij-se hag adakargañ ar c'hirri e surentez (leur a-ratozh, fun ebet war ar riblenn-straed, kodoù a vez roet war-eeun d'an implijerien gant ar bonn evit ma tilugint int o-unan al lugell, ha kement zo...). Staliet eo bet ar bonn dirak Ti ar Servijoù Publik adal da blasenn an Tour d'Auvergne e Karaez.

Ur bonn a-ratozh evit kargañ tredan buan

Klotañ a ra ar bonn kargañ gant un niver mat a deknologiezhioù hag a rummoù karbedoù (kirri tredan a rummad kentañ, pederrodegoù, skouterioù, karbedoù hiron a c'haller adkargañ, ha kement zo...).

Daou zoare adkargañ a vez kinniget. Ar c'harbedoù nevesañ a c'haller « kargañ » 25 kW enno en un eurvezh. Evel-se c'hallo ar c'hirri kêriat klasel bezañ emren war-hed 150 km. Evit ar c'harbedoù a rummad kentañ, gallout a reer kargañ anezho evit netra gant an energiezh-se.

Daveennet eo ar bonn-se el lec'hienn Genrouedad dave evit douarlec'hiañ al lec'hioù kargañ. Gant al lec'hienn-se e c'haller douarlec'hiañ  ar bonnoù dre ur pellgomzer naouek (smartphone) peurgetket.

 

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ