Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Keleier

Servijoù nevez evit an douristed war velo

Pa'z eo bet savet ar Velodisea (un droiad war velo a loc'h eus Kembre hag a ya da Bortugal en ur dremen dre Garaez) er c'horn-bro-mañ ez eus bet lakaet war-sav meur a servij evit an douristed war velo ha kempennet ez eus bet lec'hioù da barkañ ar beloioù e Karaez hag er bourc'hioù tro-dro gant Poc'hêr kumuniezh a-benn koulzad touristerezh 2013. Ur vro da ergerzhet war velo eo ar Poc'hêr, e kroashent tri hent glas e Breizh ha treuzet gant ar Ganol Naoned-Brest.

Setu ar pezh zo bet lakaet war-sav gant Poc'hêr kumuniezh evit degemer an douristed war velo :

Posupl e vo dezho parkañ ar beloioù e-barzh ur c'harrdi, a zo en 10 boulouard ar Republik e Karaez, adalek ar 1añ a viz Mae 2013 betek an 31 a viz Here 2013. Digoust eo ar servij-se a vo meret gant meur a di a zo e-kichen : Ti an Douristed Karaez hag ar Poc'hêr, er straed Brizeug ; al Leti Noz Vad, en 12 straed ar Republik ; al Leti Ahez, en 3 straed Ferdinant an Ansien, hag ar Vreserezh, en 2 plasenn an Ti-kêr.

Staliet e vo 8 kel beloioù e gar Karaez. Emservij digoust adalek an 20 a viz Mezheven 2013. Ret e vo d'an implijerien prennañ ar c'helioù beloioù o-unan :  gant kadranasoù pe hualoù U (erbediñ a reer an hualoù U dre ma harzont gwelloc'h ouzh al laeron). Gallout a ra ar c'helioù beloioù bezañ implijet gant an dud a ra gant doareoù treuzdougen boutin hag o deus c'hoant da vont war velo betek ar gar.

36 bonn beloioù a zo bet staliet e Karaez (Ti an Douristed, plasenn an Ti-kêr, plasenn ar Marc'hallac'h ha plasenn an Tour d'Auvergne) hag e bourc'hioù , Kerglof, ar Vouster, Motrev, Plonevell, Poullaouen ha Sant-Hern.

 

 8 kel beloioù a zo bet staliet e gar Karaez

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ