Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hern – Trefrin – Treogan

Keleier

An embregerezh Celtys a bost 5 milion a euroioù hag a zo modernaet

D'ar 14 a viz Mezheven e oa bet digoret gant an embregerezh Celtys e unvez produiñ modern-kenañ diazezet e Karaez.

Celtys (izembregerezh eus ar strollad betoñsoù greantel dindan ar Strollad Keginer) en deus postet 5 milion a euroioù evit modernaat e unvez produiñ. Diskouez a ra mat ar postadur-se pegen stag eo ar strollad Keginer ouzh kêr-benn ar Poc'hêr.

Dre ma'z eo staliet an embregerezh e Karaez, ul lec'h strategel ha kreiz, e c'hall en em zizober diouzh ar rediennoù treuzdougen war ur produerezh pounner en deus levezon war-eeun war ar prizioù adwerzhañ.

Un dra hollbouezus eo bet chemet ar skipailhoù a oa war an dachenn evit sevel an unvez produiñ er memes lec'h hag an unvez a oa bet araozañ.

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ