Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Keleier

MAMmigoù : un Ti skoazellerezed-mamm divyezhek er Poc'hêr

E miz Kerzu diwezhañ e oa bet digoret gant Jennifer Dubois, Monique Gentil ha Sylvie Kermeur, MAMmigoù, un ti skoazellerezed-mamm divyezhek e Karaez. Olivier Faucheux, Besprezidant Poc'hêr kumuniezh karget eus ar vugaligoù, ar yaouankiz hag ar sportoù, Annie ar Gwenn, dileuriadez evit ar brezhoneg hag evit an darempredoù etrebroadel ha Patrick Lancien, rener ar servij Bugale, Yaouankiz ha Sportoù e Poc'hêr kumuniezh o doa kejet ganto d'an 12 a viz C'hwevrer tremenet.

Annie Le Guen (a-gleiz), Patrick Lancien (e-kreiz) hag Olivier Faucheux (a-zehoù) o doa kejet gant teir skoazellerez-vamm MAMmigoù d'an 12 a viz C'hwevrer tremenet

An teir skoazellerez-vamm o doa graet anaoudegezh an eil gant eben e-pad o stummadur e brezhoneg gant Roudour e 2013-2014. Ha deuet e oa ar soñj dezho, evel-just,  da zigeriñ un Ti skoazellerezed-mamm divyezhek. « Er c'hornad ez eus muioc'h-mui a c'houlennoù gant ar gerent o deus c'hoant da enskrivañ o bugale diwezhatoc'h en ur c'hlas divyezhek hag e Diwan. Un dra « ouzhpenn » kinniget gant hor framm eo an divyezhegezh » eme Sylvie Kermeur.

Staliet int en 10, ter straed ar Sindikad e Karaez, en un ti bras-meurbet a 92 m2, ha gant Jennifer, Monique ha Sylvie e vez degemeret bremañ 11 bugel a zeu eus Karaez, Kerglof, Motrev, Trefrin, Plouie, Plevin ha Paoul.

Poc'hêr kumuniezh en deus sikouret ar raktres gant ur sammad 1 500 € evit aesaat an TSM d'en em staliañ hag evit lakaat anezhañ diouzh ar reoladoù. « Ur c'hinnig ouzhpenn eo evit ar c'hornad. », a zispleg Olivier Faucheux, Besprezidant Poc'hêr kumuniezh karget eus ar vugaligoù, ar yaouankiz hag ar sportoù. « Ampletus eo an doare-se. Gant strollañ skoazellerezed-mamm e c'haller en em ober gwelloc'h diouzh ezhommoù tud ar vugale, gant mareoù eurioù digeriñ hiroc'h. » Hag Annie ar Gwenn, dileuriadez evit ar brezhoneg hag an darempredoù etrebroadel, da ouzhpennañ : « Gant an dra-se e vo muioc'h a zoareoù evit degemer ar vugaligoù er c'hornad hag an divyezhegezh a vo kavet er Poc'hêr adalek ar vugaligoù ha betek al Lise. »

Gant kinnig servij Ti ar Vugale eo kreñvaet hoal ar c'hornad evit ar familhoù. 

Titouroù pleustrek :

MAMmigoù, 10, ter straed ar Sindikad.

Darempredoù : Monique Gentil er 06 46 64 21 02, Sylvie Kermeur er 06 41 11 64 13, Jennifer Dubois er 06 27 80 18 56.

 

 

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ