Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Keleier

Ul lec'h diskuizhañ e Plijadour !

Digoret e oa bet al lec'h diskuizhañ e Park touristel c'hoarioù dour Plijadour e miz Kerzu tremenet.

Al lec'h-se, empennet evit distenn, a vod daou saona (an eil giz an norzh hag egile giz Japan), un hammam, ur sal-diskuizh hag ur strinkerez gant flistradoù dour-dorloiñ. Etre 15 ha 45 munut e pad pep abadenn.  Erbediñ a reomp deoc'h chom hep  mont pelloc'h ennañ. Evit 6 € hepken, ur priz izel evit an holl pa vez dalc'het kont eus ar servij rentet, e c'hallo gweladennerien Plijadour dont da zistenn ingal er c'horn « zen »-se,  degemerus ha kinklet brav, dezhañ ur gorread a 133 m2.

Saona giz Japan, saona giz an norzh, peseurt diforc'hioù etrezo ?

Ar saona giz an norzh

Gallout a reer mont d'ar saona mod kozh bemdez. E Finland ez a an dud d'ar saona ken ingal ha ma'z eont da vreliñsat peurliesañ. Etre 70° ha 80° C e vez gwrez ar saona hengounel da gustum.
N'eus ket a reolenn, koulskoude. E-pad un abadenn e tremener meur a wech peurliesañ e-barzh ar saona. Chom a reer ennañ war-dro 3 gwech 15 munut gant mareoù diskuizhañ etre pep soubadenn. Ar wech kentañ ma tremener er saona ne vo ket c'hwezhet ken buan hag ar gwechoù all. Ret eo selaou e gorf. Hennezh a ouio reiñ deoc'h da c'houzout ez eo erruet poent paouez gant ar soubad tommder. Arabat disoñjal evañ kalz, dour hepken (feunteun dour). Evit echuiñ an abadenn er saona ez eo a bouez-kenañ kemer ur strinkadenn dour yen. Ganti e c'haller lakaaat e gorf da baouez krenn da c'hwezhiñ ha reiñ a ra ar santadur dreistordinal a vezañ diskuizh.

Ar saona giz Japan

Ar skinoù isruz a ya don e-barzh ar gwiskad derm (betek 4 cm) ha diwar se e vroudont tommadur ar gwiadoù, ar c'higennoù, an organoù hag ar c'houbloù. Evel-se e vez lakaet ar c'horf da c'hwezhiñ kalz ha lakaet e vez tizh e kas ar gwad hag er vetabolegezh. Ha gant an dra-se, d'o zro,  e vez kreñvaet difennoù immunekaat ar c'horf, e vez gwellaet magadur ar c'higennoù, e vez puilhet ar gwiadoù gant oksigen. Ar skinoù isruz war-eeun a efed er c'horf pa vez ar gwrezverk endro e 38°C ha gant se e vez lakaet ar c'horf da c'hwezhiñ kalz dre ma vez an tommder o vont war-hed 3-5 mm dindan ar c'hroc'hen.  Dre lakaat ar c'horf da c'hwezhiñ en un doare naturel e-barzh ar saona isruz e vez harpet skarzhañ an toksinoù, ar pezh a laka ar c'hroc'hen da reneveziñ ha da yaouankaat.

An hammam

Er Reter emañ orin an hamman. En arabeg e talvez kement hag « a skuilh an tommder » pe « dour tomm ». Rak bez' eo ur soubad aezhenn e 50° C ha peurvec'h gant 100 % a c'hlebor.

Ar pal ? Gant ar soubad aezhenn-se, graet un astenn dezhañ, e c'haller distenn holl gigennoù e gorf, naetaat e groc'hen ha skarzhañ toksinoù e gorf.

 

Madelezh ar saona hag an hammam

Gant ar saona e vez skuilhet un tommder sec'h-kenañ etre 80° ha 100° C. Gant an uhel m'emañ ar wrez e vez lakaet ar c'horf da c'hwezhiñ kalz ha gant-se e c'haller skarzhañ an toksinoù ha naetaat ar c'hroc'hen. N'eo ket aliet d'ar merc'hed dougerez na d'an dud klañv o c'halon erberdet.

An hammann zo ur soubad aezhenn e 50° C, an tommder peurverc'h gant 100 % a c'hlebor, a ro ur santadur a zouster hag a vez aes padout outañ, gant an aezhenn dour. Gant ar wrez uhel e vez distanet ar c'higennoù stennet hag ar c'hig-torr hag aesaet e vez ar c'housked.

Titouroù pleustrek : pgz : 02 98 99 39 50.

Kaout titouroù ha mirout plasoù e lec'hienn web Plijadour : www.plijadour.poher.bzh !

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ