Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hern – Trefrin – Treogan

Keleier

Kaeraet ar vro gant hec'h annezidi : disoc'hoù ar c'henstrivadegoù « Tiez bleuniet » ha « Kêrioù ha kêriadennoù bleuniet »

Ar c'henstrivadegoù « Tiez bleuniet » ha « Kêrioù ha kêriadennoù bleuniet », aozet gant Poc'hêr kumuniezh ha Touristerezh Penn-ar-Bed, a dalvez da gaeraat an endro bevañ gant doujañ da ardremez ar vro ha d'an endro.

Marie-Noëlle hag Alain, loreidi er rumm «  tiez gant liorzhoù a vez gwelet eus ar straed », dirak ar c'hleuz o deus kaeraet e Leskledenn e Motrev.

Al labour zo bet kaset da benn gant Marie-Noëlle ar Bourc'hiz, eus Motrev, hag a gemere perzh er genstrivadeg evit ar wech kentañ er rumm « tiez gant liorzhoù », a zo tre diouzh ar spered a glask reiñ an aozerien abaoe un nebeud bloavezhioù zo : « Ar c'hest-bleunioù flamm leun-chouk betek re hag a zo bet ezhomm kalz dour ha kalz temz evit ma vo kaer a zo ur skouer vat eus ar pezh n'emañ ket ar juri o klask », a zispleg Daniel Kailhareg, Besprezidant eus Poc'hêr kumuniezh ha Prezidant juri ar genstrivadeg.  Ar c'hleuz kaeraet gant an dud eus Motrev a-hed ouzhpenn 200 metr e kêriadenn Leskledenn, a ziskouez mat ur youl stroll. An dra-se eo en deus bet c'hoant ar juri etrekumunel. « Bountoù a vez eskemmet etrezomp, amezeien, hag alioù a roomp an eil re d'ar re all », eme Alain, kompagnun al loreadez. Al labour sevenet gant an daou zen-se, sot gant al liorzhañ, zo bet kavet mat evit an departamant.

Ar sifroù pennañ e kenstrivadeg 2013 : 22 zen o deus kemeret perzh er 5 rumm eus ar genstrivadeg, 15 raktres garedonet, 3 raktres zo bet kavet mat evit an departamant.

An disoc'hoù

 Rumm tiez gant liorzhoù a vez gwelet eus ar straed :

 1 priz : Maria-Noëlle ar Bourc'hiz, Leskledenn e Motrev

 2l  priz : Guy hag Annie Rolland, 18 straed Herve ar Jann e Karaez

 3e  priz : Germaine ar Menn, Restmilzou e Poullaouen

 Priz a enor : Geneviève ar Goied (Le Goyet), Pont Bihan e Karaez

 Priz kalonekaat : Albert Maurice, 19 hent Bodaval e Kledenn-Poc'hêr

Rumm : liorzhoù bihan (dindan 100 m2 a vez gwelet mat-kenañ eus ar straed)

 1 priz: An ao. hag an it. Armand Manac'h e Meilh ar Roue e Kerglof

 2l  priz : Marie Joséphine Kergaravad,10 hent Sant Salver e Sant-Hern

 3e  priz : Yvonne Gwiader, 2 straed Gwaremm Dro, e Poullaouen

 

Rumm : Takadoù a-hed an hent, takadoù stroll

1 priz : an it. Mell, Ar Gollod e Poullaouen

2l  priz: Yves Daniel, Park Ider, e Poullaouen

Rumm : Stalioù labour-douar hag a ya en-dro

Priz a enor : Daniel Korvest - EBAT* KORVEST - Poullaouen

Priz kalonekaat : Alain ha Marie-Pierre ar Moel, Rospêr Kledenn-Poc'hêr

E miz Here e vo roet ar prizioù ha gant Poc'hêr kumuniezh e vo graet. Garedonet e vo al loreidi e pep rumm gant paperennoù prenañ a c'hallo bezañ implijet e tiez splusegerien ha liorzhourien.

Kenstrivadeg « Kêrioù ha kêriadennoù bleuniet »

Kumunioù Kerglof (rumm dindan 1000 annezad) ha Kledenn-Poc'hêr (rumm etre 1001 ha 2500 annezad) o deus kemeret perzh er genstrivadeg « Kêrioù ha kêriadennoù bleuniet ». Garedonet int bet evit an traoù bet graet enno. Dibabet eo bet  kumun Kerglof evit kenstrivadeg an departamant ha dont a raio ar juri d'an 19 a viz Gouere da welet an traoù zo bet graet er gumun.

 

* EARL = embregerezh bevennet e atebegezh

 

Distreiñ d'ar roll

Krec'h ar bajenn

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ