Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Ar yac'husaat distroll

Petra eo ar Servij Publik Yac’husaat Distroll ?                 

Ret eo skarzhañ dour lous hon tiez hag adlakaat anezhañ en natur, en ur wareziñ yec’hed an holl hag an endro.

Setu ma ranker tretañ an danvezioù-saotrañ kaset gant hon dour lous (danvez organek, azot ha fosfor dreist-holl) evit m’o do an nebeutañ a efedoù ar gwellañ war an dour en natur.

Ar yac’husaat distroll (YD), anvet ivez yac’husaat dizalc’h pe hiniennel, eo an diskoulm gwellañ war ar maez e-keñver an teknik hag ar c’houst. Graet e vez gant an doare yac’husaat-se en tiez-annez hiniennel ha n’int ket kevreet ouzh ar rouedad foran da zastum an dour lous, ar pezh a sell ouzh 10% eus ar boblañs e Frañs.

A-vareadoù e vez gweladennet ar staliadurioù yac’husaat distroll gant Servij publik ar yac’husaat distroll e Poc’hêr kumuniezh.

Bep seizh vloaz e vez graet an dra-se evit gwiriañ hag-eñ ez a ar staliadurioù mat en-dro, ha daoust ha doujet ez eus bet d’an erbedoù kentañ a oa bet graet. Gant ar gweladennoù-se e c’haller ivez derc’hel ar staliadurioù e ratre.

 

 

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ