Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hern – Trefrin – Treogan

Bod-lojañ

Bod-lojañ ar Salet : un aveadur e-kreizig-kreiz kêr en un endro glas ha diogel

 

Tost d’ar stalioù, d’ar servijoù publik ha d’ar c’habinedoù mezeien emañ bod-lojañ ar Salet, e-kreizig-kreiz kêr Garaez. En diazezadur ez eus 65 a lojeizoù, eus ar studio d’an F2, en un endro glas ha diogel.

Ingalet eo ar ranndioù e pemp enezennig na re vras na re vihan. En ur c’hwec’hvet savadur ez eo bodet ar servijoù stroll evit an annezidi evel ar sal-oberiantiz, sal ar prederioù, pe ar preti c’hoazh hag a zo digor d’an dud eus an diavaez. Fardet e vez ar predoù war al lec’h gant keginerien an diazezadur. Gallout a ra an annezidi pe choaz an dinell leun (dijuni-merenn-koan) pe choaz an hanter tinell (gant an annezidi e vez fardet koan o-unan, neuze).

Ar preti

Al lojeizoù kinniget

60 a lojeizoù hep arrebeuri, eus ar studio d’an F2 (eus 32 da 41 m2)

5 a studioioù gant arrebeuri (evit lojañ tud da c’hortoz, dreist-holl).

Un endro diogel

Aveet eo al lojeizoù gant ur sonerez alarm, ha gallout a reer ivez pourchas alarmoù hezoug d’an dud.

Implijidi a vez eno noz ha deiz

Ar c’hoskor prederiañ a c’hall sikour da brientiñ ha da ingalañ al louzeier, d’en em walc’hiñ ha kement zo...

Diduamantoù ha bevañ asambles

 

An obererezhioù-dudi zo graet war o zro gant ar gevredigezh " Degemer mad ". Abadennoù a ginniger eus al Lun d’ar Gwener. Gant se e vez ingal : loto, dansoù Breizh, laz-kanañ, c’hoarioù stroll, c’hoarioù memor, merenn-vihan en ur zañsal ha kement zo...

Bep pemzektez e vez aozet ivez sortiadennoù d’ober prenadennoù.

Bep bloaz e vez aozet un devezh-dudi gant ar gevredigezh.

 

 

Bod-lojañ ar Salet, 32 straed Anatol ar Braz, 29 270 Karaez

Pgz : 02 98 93 32 60

Postel : foyer.logement.carhaix@orange.fr

 

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ