Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hern – Trefrin – Treogan

Bod al labourerien yaouank

Savet e oa bet BLY ha lakaet e vez da vont en-dro gant kevelerien a-leizh. Roet e oa bet lañs dezhañ gant Poc’hêr kumuniezh, savet e oa bet gant Le Logis Breton ha meret eo gant ar gevredigezh Aile. Gant BLY a c’hall ar c’hopridi yaouank, ar stajidi pe ar glaskerien labour kavout ul lojeiz dereat.

BLY, 8 straed Anatole France, tost d’ar gar

 

44 a lojeizoù a ginniger :

  • 38 a studioioù 21 m² gant arrebeuri e 390 € / miz
  • 2 a lojeizoù gant arrebeuri, da rannañ, gant 2 gambr e pep hini, e 375 € / miz
  • 2 a studioioù 32 m² gant arrebeuri evit koubladoù, e 420 € / miz

Meur a lec’h boutin zo evit ar feurmerien : sal obererezhioù, saloñs gant ur skinweler, korn liesvedia, kanndi, sal evit an divrodegoù…

Gallout a ra an SPL, Skoazell bersonelaet evit al lojeiz, bezañ resevet adalek ar miz kentañ el lojeiz, 335 € d’ar muiañ.

 

Diabarzh ul lojeiz

Goulenn degemer da gas da

Bod labourerien yaouank ar Poc’hêr

8, straed Anatole France

29270 Karaez-Plougêr

Pgz : 02 98 99 05 99 / Plr : 02.98.99.05.65

Postel : fjtdupoher@aile29.org

Ur savadur ha ne vevez ket nemeur a energiezh

Tost d’ar gar ha da stalioù kreiz kêr emañ BLY. Savet e oa bet war ur fraost greantel kozh. 4 live zo er savadur. Gant ar fetis m’eo ar batis e c’haller beveziñ nebeut-tre a energiezh. Spletus eo an dalc’h bihan en deus war an douar evit un abeg all : gouestlet eo an 2/3 eus an takad-douar d’ar parkañ kirri ha d’ar glasvezegoù.

Abalamour da zibaboù teknikel all e c’haller lavaret en deus ar savadur « perzhioù energetek uhel-kenañ » : staliet ez eus bet kaptorioù heol, tennañ a reer ar muiañ eus ar sklêrijenn naturel gant an doare m’eo durchaet al lojeizoù, gant ar murioù savet e termo’brik (pri poazh) ez eo kresket an efedusted termek anezho…

 

Ar c’haptorioù heol

 

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùKas d'ur mignonMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ