Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Petra eo

Krouet e oa bet Poc’hêr kumuniezh e miz Kerzu 1993 gant 11 kumun : Karaez-Plougêr, Kledenn-Poc’hêr, Kerglof, Motrev, ar Vouster, Plonevell, Poullaouen ha Sant-Hern. 15 000 a annezidi zo enni.

D’ar 1 a viz Genver 2015 ez eus deuet teir c’humun eus Aodoù-an-Arvor e-barzh Poc’hêr kumuniezh :

Plevin- 792 annezad

Trefrin- 569 annezad

Treogan- 99 annezad

Carte Poher communautéPoullaouen Kerglov Ponvel Kledenn-Poc'hêr Karaez-Plougêr Ar Vouster Sant-Hern MotrevTrefrin Treogan Plevin

Diwar atiz an dilennidi a felle fezho boutinañ barregezhioù pep kumun ha kas mennadoù ekonomikel bras da benn a-gevret e oa bet krouet Poc’hêr kumuniezh.

Setu ma’z eus bet sevenet gant Poc’hêr kumuniezh, a-hed ar bloavezhioù, meur a raktres bras a vije bet diaes da hini pe hini eus ar c’humunioù kas da benn hec’h-unan, a-fet an arc’hant pe an teknik : Ti an embregerezhioù, terkañ takadoù labourerezh evit ar greanterezh, ar c’henwerzh, an artizanerezh pe ar servijoù, ar greizenn c’hoaridour, Ti ar servijoù publik, Ti ar vugale hag ar velodrom.

 

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ