Poc'hêr Kumuniezh

Karaez-Plouger – Kledenn-Poher – Kerglof – Ar Vouster – Motrev – Plevin – Ponvel – Poullaouen – Sant-Hernin – Trefrin – Treogan

Petra a ra

Seveniñ a ra Poc’hêr kumuniezh, dre zroed, e plas er c’humunioù a zo enni, meur a gefridi war an tachennoù-mañ :

  •  An ekonomiezh : terkañ, kempenn ha merañ an takadoù labourerezh a sell ouzh ar greanterezh, ar c’henwerzh, ar servijoù pe an artizanerezh, hag a dalvez da vad ar gumuniezh. Diorren an ekonomiezh, merañ Ti an embregerezhioù. Abadennoù evit bed an embregerezhioù (dijunioù evit kaozeal eus an ekonomiezh ha kement zo…).
  • Terkañ tiriad ar gumuniezh : kempenn ar maezioù, « takadoù terkañ kendivizet » a dalvez da vad ar gumuniezh.
  • An endro : programm oberoù evit gwareziñ an endro hag al lec’h ma vevomp, gwellaat ar re-se, deskiñ un tamm bihan pe un tamm mat petra int, merañ ur servij publik da gontrollañ ar yac'husaat distroll  (SPKYD)
  • An hentoù : sevel, kempenn ha naetaat hentoù ar c’humunioù hag an hentoù war ar maez, rouedadoù, merañ ar fichadennoù da vravaat ar c’hêrioù.
  • Dastum ha tretañ al lastez
  • An touristerezh : kas an touristerezh war-raok hag ober abadennoù evit an douristed. Sevel gwenodennoù-bale hag ober war-dro an hentoù glas. Talvoudekaat ar glad hag an aspadennoù henoniel.
  •  Bevaat Bugale/Yaouankizoù : merañ Ti ar vugale, SDAY,...
  •  Lojeiz sokial a dalvez da vad ar gumuniezh : oberoù da lojañ an dud ezhommek.
  •  Kelenn ar sonerezh : e-barzh ar skol sonerezh etre kumunioù              

Haut page

Kreskiñ ment an arouezennoùDigreskiñ ment an arouezennoùMoullañ ar bajennKoumanantiñ d'ar wazh rssRannañ an ditour-mañ

Lizher-kelaouiñ